Mont d’an endalc’had

Theodor Busse

Eus Wikipedia
Meurzh 1945, emvod milourel gant Hitler hag ofiserien uhel. Theodor Busse a zo en tu dehoù pellañ.

Ernst Hermann August Theodor Busse, ganet d'ar 15 a viz Kerzu 1897 hag aet da Anaon d'an 21 a viz Here 1986, a oa un ofiser alaman e-pad ar C'hentañ hag an Eil Brezel-bed.

Busse, genidik a Frankfurt (Oder), a oa emezelet e lu an Impalaeriezh alaman evel skoliad ofiser e 1915. Diplomet ha degemeret er servij e voe e miz C'hwevrer 1917. Enoret e voe gant ar groaz houarn gant klezeier eus an urzhiad Hohenzollern. Goude an arsav-brezel e voe degemeret evel unan eus an 2000 ofiser degemeret er Reichswehr. Pignat a reas gant ar renkoù goustadik, betek bezañ un ofiser e penn uhelañ al lu e miz Ebrel 1939. Kregiñ a reas ur stummadur e miz Eost. Ar stummadur a bade etre ar 1añ a viz Here 1939 ha an 30 a viz Gwengolo 1940. Etre 1940 ha 1942 e oa penn ofiser an obererezhioù evit ar Jeneral (ha goude-se Generalfeldmarschall) Erich von Manstein en 11vet lu war Talbenn ar Reter.

Chomet e oa e servij von Manstein etre 1942 ha 1943 evel Penn an oberiadurioù e Strollad Arme an Don. Etre 1943 ha 1944 e oa unan eus pennoù uhelañ ar Strollad Arme Su. O vezañ e servij ar Strollad Arme Su e voe enoret gant Kroaz marc'heg ar Groaz houarn d'an 30 a viz Genver 1944. Chomet e oa nebeut amzer en adarmead a-raok bezañ kefridiet evel penn uhel ar 121vet divizion troadegiezh. E miz Gouhere 1944 e oa e penn ar 1añ Korf Arme.

E-pad pemp miz diwezhañ ar brezel, Busse a oa e penn an 9vet lu alaman a oa e Strollad Arme ar Vistula. Gant ma oa ar soviediz o kenderc'hel da aloubiñ Alamagn, stourmet en devoa evit difenn ar gêr-benn e-pad Emgann Berlin. An tu a voe dezhañ da vezañ diazez an difenn e-penn an 9vet lu e-pad Emgann Seelow hag Emgann an Oder-Neisse.

Gant ma oa Busse e penn an 9vet lu abaoe an 21 a viz Genver 1945, ne oa ket bet anzavet ent-ofisiel. Ar boaz a oa evit ar pennoù uhel e stummadur da gaout ur mare a 6 miz test a-raok bezañ lakaet e post en gwirionez. Dre ma oa kodianet Alamagn a-raok ar 6 miz ne voe ket titlet biken.